Istor Hungaria

Hungaria zo ur vro eus Kreiz Europa anvet evel-se abaoe ar Grennamzer Uhelañ, pa voe aloubet plaenennoù Pannonia gant an Hungared (pe Magyared), deuet eus ar reter goude meur a bobl all (Huned, Avared). An aspadennoù koshañ eus bezañs mab-den er vro a gaver e Vértesszőlős : eno e oa bet kavet, e 1965, binvioù maen eus ar Paleolitik hag un tamm askorn den (war-dro 300 000 bloaz kozh).

Gant ar Romaned e voe aloubet douaroù a oa er gornaoueg d’an Danav, etre 35 kent JK ha 9 kent JK. Adalek neuze ha betek dibenn ar Patrom:Ive kantved e oa eno ur broviñs roman, Pannonia. E-pad ur pennad e voe levezonet ar vro, evel ar peurrest eus an Impalaeriezh roman, gant doareoù-bevañ ar Romaned, o c’hêrioù, o ziez, o hentoù… Met lakaet e voe fin d’ar sevenadur roman-se gant aloubadegoù pobloù deuet eus ar reter.

Kouezhañ a reas Impalaeriezh roman ar C'hornôg en he foull, er Vvet kantved, da-heul tagadennoù ar pobloù german, met pobloù all a erruas war o lerc’h. Da gentañ e voe Huned, hag a savas un impalaeriezh vras, dindan ren Attila war-dro 435. Gwechall e selled ouzh Attila evel hendad an Hungared. Bremañ avat e soñj d’an istorourien e teu an anv Hungaria, n’eo ket eus hini an Huned, met eus hini unan eus ar pobloù magyar a erruas en Europa asambles gant ar Vulgared, ur bobl hag a oa anvet "On-Ogur", ar pezh a sinifie en ur yezh turkek kozh "(pobl an) Dek Saezh". Erruout a rejont e Pannonia gozh er VIIvet kantved.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search